E brezhoneg

LUKAZ ?

Komz a ra Lukaz. A-wechoù e vouskomz. Hag e lusk-komz ivez. A dra sur en doa hennezh dour mor ‘ba’ e bodad bronnek. Selaou anezhañ eo degemer ul lanv o sevel, ul lanv holenet gant stourmoù ha goulennoù a bep-seurt. Lukaz zo a-dreuz dremmweloù e istorioù. Pa vez o kontañ e ro d’ar selaouerien danevelloù livet gant maen-glas ar glav, gwenn-kann ar spoum ha ruz-flamm fri al lonkerien. Istorioù Lukaz a zeu eus du-mañ ha du-se. Kontañ a ra Lukaz. Betek penn.


AN ALBATROZ

Arvest a gontadennoù tiretennoù – Akordeoñs : Youen BODROS

Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor ha istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzer-soudard ‘ba’ morioù ar Su : saveteiñ ar beñseidi hag ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom un albatroz…

An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioù-esae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvout, ankounac’haet gant an Istor, hini al levrioù hag ar mirdioù. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed.

PADELEZH : 1e – ARVESTERIEN : adalek 8 vloaz

STUMMOÙ : divyezhek (brezhoneg/galleg), galleg

Teuliad bruderezh an arvest


ISTORIOÙ DINDAN AL LIEN

Abadenn gontadennoù evit ar vugale

Gant e garr-kontañ e adsav Lukaz teltenn e vugaleaj e peplec’h ma vez c’hoant da glevout anezhañ. Degas a ra ivez e istorioù kraz, azasaet diouzh ar re vihan dreist-holl, ha peadra da veajiñ war-zu bro ar stered. E diabarzh an deltenn, an ene diwallet gant al lien berrbadus, e vez pep hini en e vleud e-giz du-mañ. N’eus nemet da vezañ prest da gontañ gant ar c’honter, prest da dañva e skeudennoù, prest da zigeriñ bras e zivskouarn, prest da vezañ hilliget gant strakadenn c’hwek ar gerioù..

PADELEZH : 40 mn – ARVESTERIEN : 7/11 vloaz

STUMMOÙ : divyezhek (brezhoneg/galleg), galleg

ISTORIOÙ : Koñchennoù tro-vale, danevelloù loened e-giz « Presidant ar chas » pe « Bran a laer ar sklerijenn », marvailhoù e-giz « An teir yezh » (stumm rus) pe « Ar pont-blevennig » (Bro Skos) ha kement zo.

SONEREZH : Gant akordeoñs pe telenn geltiek


STAL-GONTAÑ

Evit gouzout hiroc’h : kit e darempred gant ar c’honter.


Buhez-skrid

12642504_10153818622161192_2533892721633167386_n

Bet ganet e Brest, gwriziennet e Kornôg Bro C’hlazig e pleg bae Douarnenez, abred-mat eo bet divskouarn Lukaz leun a varvailhoù. Diwezhato’ch eo bet stummet Lukaz war ar c’hontañ gant konterien a-vicher evel Tania Bock, Pascal Quéré, Oliviero Vendraminetto, François Vermel, Colette Migné, Alain Bel hag ar soner a-vicher Rolland Martinez (stummadur hir kevredigezh Le Dahu Téméraire, Tolosa).

Testennoù ha barzhonegoù en deus embannet hag a embann c’hoazh e kelaouennoù barzhoniel ha lennegel a bep-seurt (Poésie-sur-Seine, Lichen, Poésie/Première, ti-embann Goater…). E deskad barzhonegoù kentañ, Dans les yeux de garçons, a zo bet moulet e Papier Gâchette ha skeudennaouet gant Nina Imbs.

Aozet ez eus bet gantañ stalioù skrivañ ha stalioù « slam » e tavarnoù, levrdioù, pe radioioù evit krennarded pe dud deuet. Tapet en deus un doktorelezh e skol-veur Tolosa Jean-Jaurès war skiantoù an deskadurez e miz Gouere 2018.

Gounezet en deus an dolgenn arem e konkour kontadennoù Gouel an Dolgenn Aour e miz Here 2018 (Redon).

N’eus ket pell ‘zo en deus desket brezhoneg gant Skol an Emsav e Roazhon (stummadur hir 9 miz). E-kerzh e stummadur eo bet oc’h ober meur a staj gant strolladoù c’hoariva (Ar Vro Bagan, Madarjeu, La Obra). Diwar vremañ e ro abadennoù kontadennoù e galleg hag e brezhoneg. Ha dindan strollad La Obra ec’h a da skolioù ar C’hab ha Bro Douarnenez da gas stalioù kontañ ha c’hoariva gant ar vugale.

Bogue d'or_Laëtitia_Rouxel